Strategiezh

Savenn merk

En un arroud kemmus, fesonet emaoc’h da sevel ho diazezoù merk? Evit lakaat ho kehentiñ a-bezh ? Pe c’hoant ho peus asuriñ ho reizhegezh hag ho talvoudoù evit ho embregerezh ? 
Setu perak ALBA a zo an Ajañs gant piv ez eo posubl deoc’h sevel ur savenn mark hag a heuil ho c’hoantoù penn-da-benn. Kement ha emañ eo urzh c’heneral, pe dihellet war-zu ho stumm implijer. Lakaat a rimp e plas stalioù goulenataat e-keñver piv a kemero perzh en ho labour. Posubl e vo ober anezho dirak tud pe e pellgentel. E mod-se, posubl e vo deomp sevel ur c’hinnig hag a glot ar muiañ gant kudennoù liammet gant ho labourerezh pe ho aozadur. Evit pep item ar savenn mark, termeniñ a reomp an takad preder a zere.

Ur wech echu ar studi-mañ, anavezet e vo ganeoc’h an holl an elemanchoù evit aroueziañ an embregerezh pe ar merk. Ho savenn merk vo ur benveg talvoudus evit bleinañ ar skipailhoù frammer. Awenet e vint gant ho savenn merk evit degas kemennoù gant ur gempoellded hollek.

Steuñv Strategel

C’hoant ho peus bezañ ambrouged gant ur skipailh arbennigour evit kaout ur gwir strategiezh kehentiñ? Ho talc’hoù a zo diavaezet, diabarzhet pe liammet gant ar RSE ? Neuze, en ur fiziañ ho raktresoù da ALBA Ajañs emaoc’h sur kaout ur follenn hent optimizet hag a-sko evit hoc’h oberiadennoù
Doujañ a raio hor c’huzulioù ouzh ho c’hoantoù, memes ma vefent e-keñver ho teiziater pe ho finansoù. Da gentañ, c’hoant ho peus kaout ur steuñv media kreñv evit ho strategiezh?

Krouadur ur steuñv media diouzh ar moull hag a c’hell kaout :

  • prennadennoù spasoù bruderezh war media hengounel (diskwel, kazetennoù, radio, skinwell, sinema ) ;
  • koulzad enlinenn : lec’hiennoù media, lec’hiennoù kemenn, brudadeg war ar rouedadoù sokial da baeañ, newsletter…) ;
  • merañ an darempredoù media : skrivadur eus ar gemennadennoù kazetenn, krouiñ eus un teuliad kazetenn, aozañr poentoù ha prezegennoù kazetenn ;
  • Ijinerezh abadenn ha merañ an darempredoù publik : abadennoù diabarzh, degemer pratikoù, luskañ produioù, saloñsoù, igoridigezh, abadennoù sport, sonadegoù, hag abadennoù sevenadurel all, prezegenn-breujoù.

Lakaat a reomp en ho kerzh hon gouzout-ober a-bezh, hag hon rouedad darempredoù a vicher media evit klotañ ho c’hoantoù e-keñver ho poujedenn.

Strategiezh niverel :

  •  embannadenn genidik war ar rouedadoù sokial : sevel a reomp evidoc’h ur strategiezh hag ur steuñv embann. Kinnig a reomp ac’hanoc’h d’ober war- dro ho pajennoù (Facebook, Instagram, Linkedin, Viméo, Youtube, Twitter) ;
  • brudadeg levezoned : Krouiñ asambles ar strategiezh hag an enklask “influenceurs” e keñvererezh ganeoc’h.

Abadennoù

Evit aozañ abadennoù, ret eo kaout ur doare arbennigour d’ober an traoù. Ar pezh he deus ALBA Ajañs evidoc’h abaoe 20 bloaz er sport, sevenadur ha corporate. 
Neuze gant hon barregezhioù ijinerezh abadennoù, gouzout a rimp lakaat anezho e plas evidoc’h ha ganeoc’h keit ma vefe :

  • ur show arzhel ;
  • ur recev gant ur servij predoù skañv ;
  • mererezh daremprejoù media ;
  • skrapad gant produadur c’hleweled live pe get ;
  • degemer ar bublik ha gwarantaj eus ho surentez ha douj ar reolennadur eus an ERP.

Goude-se, e respontimp a-fet an teknik hag a-fet oberiadur da pep kudenn, evit kas war-raok ur mare na c’haller ket ankounac’haat e servij d’ho kehentiñ.

Retour en haut