Marianne CHAMPION
Kuzulier Koskor
Piv eo ?
A-viskoazh eo bet dedennet Marianne gant an RH, a dro gant Darempredoù Mab-den. Bez he deus skiant an darempred gantiñ, plijout a ra dezhi selaou, kaozeal, ober anaoudegezh ha pinvidikaat pep hini deus he emgavioù.
Kroget he deus er metoù tuta e-barzh kabined hollek e Paris, Lyon, Dijon ha Roazhon. Karget eo da ziuzañ an emstriverezhioù dre gemennadenn ha dre chase a-vras, ha tutaet he deus a bep seurt profiloù, eus ar re yaouank diplomet d’ar sternerien-ren.
Goude un nebeud bloavezhioù skiant-prenet er c’habinedoù tuta he deus divizet mont war-zu an ambroug.
He zachennoù barregezh
Gant ar sell kroaziet Rekruzer / Emstriverez Marianne a c’hell kompren an ezhommoù, eus an eil tu hag eus an tu all, gant un nerzh aes-kenañ. He fal a zo kaout ar gwellañ kempouez etre an daou. Skoazellañ a ra, en un doare personelaet, an dalvoudekaat, lakaat war wel perzhioù mat ha perzhioù fall pep hini evit tuta mat an dud.
Evel-se, e tegaso Marianne he skiant-prenet war ar sevel strategiezhioù kehentiñ diabarzh. Teurel a raio evezh ouzh an holl pazennoù-sevel evit pep merk. Sikour a rayo Marianne ivez da grouiñ binvegoù kehentiñ eus ar re gwellañ war an holl doareoù-se.
E buhez pemdeziek en ajañs : Dougen e sell “Reladennoù Mab-den” ken dibar ha skignañ e gefridioù RH e-barzh ar prederiadennoù liammet ouzh ar merk implijer, kehentiñ diabarzh hag ar binvegoù a vo implijet evit an doareoù-se.
Kontadennig vihan diwar-benn Marianne
Marianne, genidik eus Bourgogn, a zo sot gant Breizh m’emañ o vevañ abaoe 20 vloaz a-benn nebeut… En eneb e c’houlenn c’hoazh hag-eñ e rank urzhiadiñ ur c’haletezenn pe ur grampouezh hervez ar gêr m’emañ, ha ne gompren ket c’hoazh meizad Kir Breizh (ar Kir zo bourc’hignon ! )