D’an 30 a viz Gouere 2024 e oa bet sinet live 1 ar garta Ya d’ar brezhoneg gant ALBA an ajañs.
Dre an emglev-se gant Ofis Publik ar Brezhoneg hon eus lakaet war baper un engouestl gwir ha fetis evit diorren implij ar brezhoneg, pe e vefe en hol labour pemdez pe dre an ostilhoù kehentiñ a savomp evit hor c’hlianted.
Dibabet hon eus 9 ober hag a zle bezañ kaset da benn a-benn bloaz ac’hann. 7 anezho a renomp abaoe bloaz dija, abalamour ma fell d’hon ajañs sikour Breizh da skediñ dre ar brezhoneg.
Kaout kredenn e Breizh a dalvez ober traoù bemdez evit lakaat war wel hor bro koulz hag ar pezh a zo dibar dezhi : he yezh, he sonerezh, he glad ha kement tra a ya d’ober he sevenadur. Gant ar garta-se ez eus fellet d’hon ajañs e vefe anavezet ha testeniet ar pezh a reomp evit ar brezhoneg.
Un dra naturel eo bet ar sinadur-se, pa ouzer an talvoudoù a zo stag ouzh hor merk, ALBA an ajañs, ken evit hor personelezh, ken evit hor palioù.